Keleier ar vro d'ar Gwener 10 a viz Foenn 2026
Embannet eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard
Aodren Sanner, plac'h an tan 'ba Kreiz Breizh!
Etre ar prantad sec’hder hag ar gorenn er mare-mañ eo deuet da vezañ diaes gant an dud, pe vije riskloù evit an dud bresk met ivez evit an endro. Evel-se ez eus bet tanioù gwall un tamm pep lec’h er stad c’hall, e var ha Katalonia an hanternoz en o mesk neun distrujet miliadoù a devezh arat. E Breizh evit poent zo bet tanioù-gwall bihan met pas reoù vras ha gwell ase, Aodren Sanner a zo plac’h an tan e Kreiz Breizh, a gont deomp hiroc’h diwar-benn penaos eo an traoù er mare-mañ. Emañ gant Anton Burel.
Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:
Dalc'het e vo an daougenrener zo penn Diwan!
Dindan diwall ruz emañ Isle-ha-Gwilen, Morbihan ha Liger-Atlantel
Re uhel eo ar feur ozon 'ba Breizh
500 000 den 'neunt sinet ar sinadeg ouzh al lezenn war "presomption" digablusted ar boliserien
UE: enborzhiañ nebeutoc'h a varc'hadourezh produet 'ba trevadennoù Izrael 'ba Palestina
Pogacar 'zo penn klasamant tro Bro-C'hall!
Gounezet skipailh Frañs e blas e hanter dro Kip ar bed melldroad